Warning: Value not specified for "continent"
Rouantelezh Elmet | ||||
| ||||
Yr Hen Ogledd (an norzh kozh) war-dro 550 – 650 | ||||
Kêr-benn | Loidis (Leeds) ha/pe Cambodunom (Slack moarvat, e-kichen Huddersfield) | |||
Yezh(où) | Kembrig | |||
Relijion | Kristeniezh kelt | |||
Gouarnamant | Not specified | |||
Roue | ||||
- ~460-~495 | Masgwid Gloff | |||
- ~495-~540 | Llaennog ap Masgwid | |||
- ~540-~560 | Arthuis ap Masgwid | |||
- ~560-590 | Gwallog ap Lleinnaog | |||
- 590-617 | Ceredig ap Gwallog | |||
' | Krennamzer Uhel | |||
- Krouet | Vvet kantved | |||
- aloubet | 616 | |||
- Aet da get | Amzer Fask |
Elmet (pe Elfed e kembraeg a vremañ) a vez graet eus ur rouantelezh vrezhon a oa neuze er vro a zo hiziv West Riding of Yorkshire. Petra bennak ma'z eo amsklaer he harzoù e oa bevennet gant ar stêr Sheaf er c'hreisteiz ha gant ar stêr Wharfe. Harzoù a oa gant Deira ha Bernicia en hanternoz hag er su ha gant ar pezh a oa marteze ur rouantelezh vrezhon vihan hag a oa war-dro Kraven war-du ar c'hornog.
N'eo ket sklaer pegoulz na penaos e oa ganet ar rouantelezh. Marteze e teuas diwar disrannadur rouantelezh Coel Hen met marteze ivez e tiskenn eus ur meuriad brezhon kozh a vefe deuet da vout dizalc'h adarre goude disparti ar Romaned e 410.
Ne ouzer nemet nebeut a dra diwar-benn istor ar rouantelezh. Unan eus he rouaned en deus kemeret perzh er c'hevredad bleiniet gant Urien Rheged da ziarbenn Angled Bernicia e 590. Goude muntr Urien ha diskar e rouantelezh e voe gourdrouzet Elmet muioc'h-muiañ gant rouantelezh Northumbria, nevez krouet, ha dav e voe dezhi sevel mogerioù-difenn war-dro Barwick-in-Elmet.
E 616 e voe aloubet ha distrujet ar rouantelezh gant Edwin Northumbria. N'eo ket sklaer petra a oa abeg ar brezel met marteze eo muntr Hereric e oa, un ezel eus familh roueel Northumbria harluet en Elmet a oa tad santez Hilda.
E 632 e voe adaloubet ar rannvro gant Cadwallon ap Cadfan eus Gwynedd goude e drec'h war Edwin Northumbria en emgann Meigen. Tri bloaz diwezhatoc'h e voe faezhet Cadwallon gant Oswald Bernikia en emgann Cantscaul ha kollet da vat e voe Elmet evit ar Vrezhoned.